Kommagene
Kommagene (Kομμαγηνή Kommagênê e gregach; Կոմմագենէի Թագավորութիւն en henarmenianeg), a oa ur rouantelezh e gevred Turki a hiriv, ha Samosata he c'hêr-benn (tost da Adıyaman, war lez an Eufrates).
Brudet eo Kommagene hiriv abalamour d'an neved war ar menez Nemrod (Nemrut Dağı).
Istor
kemmañMeneget eo Kommagene evel Kummuhu e skridoù asirian. Ur rouantelezhig gwarezet gant Asiria e oa, met staget e voe evel proviñs e 708 kent JK en amzer ar roue Sargon II.