Konstantin (Aljeria)
Konstantin (en arabeg: قسنطينة "Qusanṭīnah") a zo ur gêr eus Aljeria. Pennlec'h ur wilaya eo.
Ur gêr eus Aljeria, penn-kêr eus an departamant hag eus an arondisamant a zoug ar memes anv, lec'hiet war uhelennoù Constantine, el lec'h ma red an oued Rummel etre toulennoù don hag a gelc'h kazi ar gêr holl. War-dro 451 000 annezidi ez eus enni.
A-gozh, Cirta, e oa deuet da vezañ kêrbenn Numidia, war-dro 113, Jugurtha a lakas e grabanoù warni, eno e lazhas ar goñversanted latin, ar pezh a sachas d'e heul fulor Roma ha krog Cirta gant Caius Marius ; trevadenn roman, kemer a reas anv Constantine en enor d'an impalaer Constantin 1er hag a adsavas anezhi goude emsav 311. Tremen a reas goude d'an Arabed ha d'an d/Turked. Ar gêr, sturiet gant un uheliad eus an Impalaeriezh Otoman, a stourmas ouzh an dalc'hidigezh c’hall ha Clauzel a chomas boud dirak he mogerioù e 1836. Ne voe kemeret nemet ar bloaz war-lerc'h gant ar marichal Valée.
Anvet eo Constantine ivez «Kêr ar pontoù» rak bez’ ez eus 6 pont enni :
-«Pont Perrégaux»
-«Pont an Diaoul»
E Constantine ez eus ivez 2 skol-veur, ur mirdi arkeologel ha kalz a traoù all da zizoloiñ...