Konted Tusculum
Konted Tusculum a oa un tiegezh uhel ha galloudek e Latium, e trowardroioù kêr Tusculum ha Roma, etre an Xvet hag an XIIvet kanved. Ren a rejont war ar bibien, eus 904 da 963 (marevezh ar bornokratiezh), gant tiegezhioù an dTeofilakted, un tiegezh a senedourien roman, hag ar Grescentii. Da get ez eas ar gonted pa voe laosket e vadoù gant Raino, marvet war-dro 1179, war-dro dibenn an XIIvet kantved. Ur pennadik goude, en 1191, e voe peurzistrujet Tusculum gant arme kêr Roma.
Int-i a lakaas envel meur a bab :
- Sergius III : (904-911)
- Anastaz III : (911-913)
- Landon : (913-914)
- Yann X : (914-928), bac'het ha lazhet gant Marozia.
- Leon VI : (928-929)
- Stefan VII : (929-931)
- Yann XI : (931-935), mab d'ar pab Sergius III ha Marozia.
- Leon VII : (936-939)
- Stefan VIII : (939-942)
- Marin II : (942-946)
- Agapet II : (946-955)
- Yann XII : (955-963), mab da Alberig II, pab da driwec'h vloaz.