Konzerthaus Berlin (sal sonadegoù Berlin) a zo savadur nevesañ Gendarmenmarkt. Kregiñ a reas al labourioù e 1818, ha peurechuet e voe ar savadur e 1821. Ar steñv a zo bet treset gant Karl Friedrich Schinkel (d’ar mare-se e oa anvet Schauspielhaus) war dismantroù ar c’hoariva broadel bet distrujet gant an tan e 1817. Al lid-digor a voe d’an 21 a viz Even 1821, sonet e voe an opera Der Freischütz (gant Carl Maria von Weber). A-us d'an talbenn e weler delwenn Apollon hag e garr, savet eo bet an delwenn gantChristian Daniel Rauch. An delwennoù all hag ar bosoù a zo bet kizellet gant Tieck diwar tresadennoù Schinkel. Gantañ eo bet graet ar c’hinklañ diabarzh ivez. Kalz distruj a voe e-pad an eil brezel bed, hag adsavet eo bet ar savadur penn-da-benn. Digoret eo bet en-dro e 1984. Ennañ e son hag e vez lojet Konzerthausorchesters Berlin.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.