Kordenn (geometriezh)

Ur gordenn eus ur grommenn zo ur segmant a zo e zaou benn war ar grommenn-se. Ur sekantenn zo un eeunenn a zoug ur gordenn.

Ar segmant ruz [BX] zo ur gordenn eus ar c'helc'h.

War ar figurenn amañ e-kichen ez eo ar segmant ur gordenn eus ar c'helc'h, tra m'eo an eeunenn ur sekantenn anezhañ.

Peurliesañ e pleder gant kerdin ar c'helc'hioù, met studiet eo bet ivez kerdin ar c'honikennoù all (an ellipsennoù, ar parabolennoù, hag an hiperbolennoù).


Kerdin ur c'helc'h

kemmañ
 
Tremen a ra kreizskouerenn ar gordenn dre greizenn ar c'helc'h.
 
Hirder ur gordenn, gwelet eus ar greizenn dindan ur c'horn θ, en ur c'helc'h 1 e skin

Setu amañ un nebeud perzhioù eus kerdin ar c'helc'hioù :

  • Div gordenn zo keitpell diouzh ar greizenn mar hag hepken mard int keit (kevatal o hirderioù).
  • Tremen a ra kreizskouerenn ar c'herdin dre greizenn ar c'helc'h.
    Gant ar perzh-se e c'heller tresañ kreizenn ur c'helc'h gant ar reolenn hag ar c'helc'hier : tresañ div gordenn nann parallelek hag o c'hreizskouerennoù. Kreizenn ar c'helc'h eo poent skej an div greizskouerenn.
  • Mard en em droc'h an eeunennoù a zoug ar c'herdin [AB] ha [CD] en ur poent P, neuze ez eo AP·PB = CP·PD (teorem galloud ur poent e-keñver ur c'helc'h).
  • Kevatal eo hirder ar gordenn, gwelet eus ar greizenn dindan ur c'horn θ, gant 2 R sin (θ/2) e lec'h m'eo R skin ar c'helc'h.
  • An diametr eo kordenn hirañ ar c'helc'h.

Rannet eo ar c'helc'h e div c'horreenn gant ar gordenn. Graet e vez segmant kelc'hiek eus pep hini eus ar gorreennoù-se.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ