Ar gorfadurezh denel eo deskrivadur frammadur korf mab-den, e organoù hag o lec'hiadur.

Korfadurezh denel
skourr eus ar skiant, diskiblezh akademek
Rann eusmammal anatomy, Mezegiezh Kemmañ
Is the study ofkorf an den Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://biology.stackexchange.com/tags/human-anatomy Kemmañ

Organoù korf mab-den dre rannbarzh

kemmañ
 
Korfadurezh diavaez mab-den

Rannbarzh ar penn hag ar gouzoug

kemmañ

Rannbarzh ar c'hein hag ar reizhiad nervel kreiz

kemmañ
  • Atlas (mellenn)
  • Bronn
  • Kavenn ar brusk
  • 12 re gostezennoù : ar seizh kentañ a zo staget ouzh ar glerenn, an 8vet, 9vet ha 10vet a zo staget ouzh migorn ar 7vet koublad. An 11vet ha 12vet re n'int ket staget ouzh ar glerenn ha graet e vez falskostezennoù anezho.
  • Klerenn, 3 lodenn enni : dornell ar glerenn, korf ar glerenn hag al lech.
  • Skeventenn, div zo : ar skevent. Isrannet eo ar skeventenn dehou e teir zolbezenn (tolbezenn draoñ, tolbezenn grenn ha tolbezenn grec'h). N'eus nemet div dolbezenn er skeventenn gleiz evit ma chomfe lec'h evit ar galon. Goloet int o-div gant ur c'holoenn doubl : ar grezenn a zo etre ar skevent ha kavenn ar brusk. Graet eo ar skevent gant steuñvenn ar skevent hag aerhentoù.
  • Kalon, graet eo gant gwiad kigennel dreist-holl : ar c'haher kalon. Goloet eo gant div c'holoenn : unan doubl, diavaez, an amgalonenn, hag unan diabarzh, an enkalonenn a c'holo diabarzh kav ar galon. Roet e vez red ar gwad gant tri zrapig, unan doubl : an trapig mintrek, ha daou dric'hement : hini an aortenn hag an hini tribroudek .

Rannet eo ar galon e daou du : an tu-dehou hag an tu-kleiz. A-gleiz hag en nec'h, ar c'hentez kleiz ha kofig kleiz ar galon ; a-zehou hag en traoñ, ar c'hentez dehou ha kofig dehou ar galon.

 
Kentel korfadurezh an doktor Nikolaes Tulp
Rembrandt van Rijn, 1632