Koronal
Ur c'horonal zo un ofiser a renk uhel en arme e penn ur rejimant soudarded. A-us dezhañ emañ ar jeneral. En armeoù bihan, evel re Island pe ar Vatican, ar renk a goronal eo an hini uhelañ. Implijet e vez ar renk a goronal e lod nerzhioù polis pe strolladoù lezluel.
En istor, er 17vet, 18vet ha 19vet kantved, ur c'horonal a oa e-karg eus ur rejimant lu. Hiziv-an-deiz ez eo kalz ledanoc'h an niver a soudarded dindan karg ur c'horonal. Ar renk a goronal a adkaver peurvuiañ dres a-us an hini a letanant koronal. Ar renk a-us d'an hini koronal zo brigader, brigader jeneral.
Skouerioù brudetAozañ
Koronal dilennet Alfred Jefferson Vaughan, Jr. eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika
Koronal Chesty Puller d'an USMC
François de La Rocque lesanvet Koronal de La Rocque
Koronal an ALN Larbi Ben M'hidi