Korzenn Geissler
Ur gorzenn Geissler zo ur gorzenn wer enni un aezhenn rouez a ro gouloù pa vez arloet un disvec'hiadenn dredan outi.
Ijinet e voe e 1857 gant ar fizikour ha c'hwezher gwer prusian Heinrich Geissler (1814-1879) a-benn diskouez anadenn an divec'hiadennoù treluc'hus.
Arc'hwelerezh
kemmañUr gorzenn wer zo damc'houllonderet eus an aer a zo enni ha leuniet gant un aezhenn all pe gant burezh bevargant, pa c'hoazh gant natriom kent bout siellet. Un elektrod zo lakaet e pep penn eus ar gorzenn ; pa vez lakaet un tredanvarr uhel ouzh an elekrodoù e red an tredan dre ar gorzenn.
Gant an tredan e vez tennet elektronoù eus atomoù an aezhenn, da ionennoù e tro an atomoù neuze ; pa zistro an elektronoù dezho e kendreluc'h an aezhenn. Hervez an elfenn gimiek a zo er gorzenn eo liv ar gouloù.
Lies eo ar stummoù a c'haller reiñ d'ar c'horzennoù, ha lies livioù ar gouloù hervez an aezhenn :
Evit an dudi koulz evit diskouez galloudoù an tredan e oa ar c'horzennoù Geissler, pa oa ret mestroniañ teknologiezh ar goullo ha hini an tredanvarroù uhel kent o fardañ. Adal dibenn an XIXvet kantved e voent lakaet e gwerzh, evit an dudi pergen : rikamanet betek re e oa stumm lod korzennoù.
Diwezhatoc'h e voe deveret diouto ar goulaouiñ dre neon, a vez arveret c'hoazh hiziv, hag ar c'horzennoù katodek a veze er skrammoù elektronek kentañ.
Hiziv c'hoazh e vez arveret korzennoù Geissler er skolioù-meur evit studiañ perzhioù skalfad luc'hel an aezhennoù[2].
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Augustin Privat-Deschanel (1869), Traité élémentaire de physique, Hachette, Paris, p. 569 Google Books
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Korzennoù Geissler (en)
- (en) Sparkmuseum
Notennoù
kemmañ- ↑ Doare livet eus ur skeudenn a zo e levr Augustin Privat-Deschanel, op. cit.
- ↑ Kenyon College (Ohio) (en)