Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur yezh dardek eo ar c'howareg komzet gant 400 000 den e Chitral e Pakistan, e traoñienn Yasin hag e Gupis tost da Gilgit hag ivez e Swat uhel.

Evel un eil yezh e vez komzet e Gilgit hag e Hunza. Krediñ a reer e c'hellfe bezañ strolladoù bihan a gowaregerien en Afghanistan, China, India, Tadjikistan hag en Istanbul.

Evel ar yezhoù dardek all eo ar c'howareg ur yezh indez-Arian, koulskoude n'eo ket bet deveret eus ar sañskriteg evel an darn-vuiañ eus ar yezhoù indez-arian, met eus an indez-arianeg kozh.

Ul levezon deuet eus ar yezhoù iranek a zo bet warnañ ha brasoc'h eget ar pezh a zo c'hoarvezet er yezhoù dardek all.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ