Kraków
kêr eus Polonia
(Adkaset eus Krakovia)
Kraków (e poloneg, pe Krakovia hervez an anv latin) zo ur gêr vras eus Polonia, e rannvro Małopolska (Polonia vihan), e kreisteiz ar vro. An eil kêr vrasañ eus Polonia eo, goude ar gêr-benn Varsovia. E 2014 e oa 761 900 a dud o chom enni.
War ribl ar stêr Vistula emañ kêr. Savet e voe e-harz ur c'hastell, kreñvlec'h Wawel. Kraków zo bet a-viskoazh ur greizenn sevenadurel, skiantel hag arzel a bouez evit Poloniz. Kêr-benn Polonia e voe, d'ur mare. En enep d'ar pezh a c'hoarvezas gant kalz kêrioù all eus Polonia, ne oa ket bet kalz a zistruj e Kraków e-pad an Eil Brezel-bed. Hiziv ez eo ul lec'h gweladennet gant e-leizh a douristed, Poloniz pe estrenien.
Mojenn an aerouant
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel an Ti-kêr (e poloneg, saozneg, galleg, alamaneg pe sinaeg)
- www.e-krakow.pl