Krasnogorsk (Oblast Moskov)
(Adkaset eus Krasnogorsk, Oblast Moskov)
Krasnogorsk (rusianeg: Красногорск [krəsnɐˈgorsk]) zo ur gêr kement ha kreizenn Distrig Krasnogorsk en Oblast Moskov, e Rusia, lec'hiet war ribl ar stêr Moskva e gwalarn harzoù Moskov. Gant 187 634 a dud e oa annezet e 2021.
Krasnogorsk, Oblast Moskov
Deiziad krouiñ | 1932 |
---|---|
Anv ofisiel | Красногорск |
Anv er yezh a orin | Красногорск |
Stad | Rusia |
Kêr-benn eus | Krasnogorsky District |
E tiriad | Oblast Moskov |
Gwerzhid-eur | UTC+03:00 |
War ribl | Moskva, Banka |
Daveennoù douaroniel | 55°49′18″N 37°20′19″E |
Penn an aotrouniezh | Elmira Khaimurzina |
Kod-post | 143400 |
Lec'hienn ofisiel | https://krasnogorsk-adm.ru/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Krasnogorsk urban district |
Kod pellgomz an takad | 495, 498 |
Istor
kemmañUr gumun gêrel a oa bet savet da gentañ e 1932, met n'eo nemet e 1940 e voe savet kêr ent-ofisiel.
Tagadenn sponterezh e 2024
kemmañD'an 22 a viz Meurzh 2024, sponterien o devoa tennet ha lakaet tarzhañ bombezennoù-tan e sal ar C'hrocus City Hall e Krasnogorsk. Lazhet e oa bet 133 den ha gloazet kant ouzhpenn d'an nebeutañ. Ar Stad Islamek – Proviñs Khorasan (IS-KP pe ISIS-K), en Azia Greiz, ur skourr eus ar Stad Islamek, en doa embannet bezañ kablus.