Kreizennoù nukleel e Bro-C'hall
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E Bro C'hall, ur greizenn nukleel dredan (KNT) pe c'hoazh ur zentralenn nukleel, a zo un dachenn labour e-lec'h ma vez faoutet atomoù e-touez un danvez nukleel evit produiñ tredan.
56 kalon nukleel a zo war elum evit ar poent. Kavet e vezont e 18 lec'h disheñvel. Maread anezho a zo bet sarret da-vad hag e ranker divontañ anezho tamm-ha-tamm (Brenniliz, Chooz A, Chinon A1-2-3, Bugey 1, Saint-Laurent A1-2 et Creys-Malville). An daou galon nukleel e Fessenheim a zo bet lazhet e miz C'hwevrer ha miz Even 2020. Kregiñ a raio al labour divontañ an abretañ e 2025, goude ma vo diskarget o zanvez nukleel uzet.
EDF a zo perc'henn war an holl c'hreizennoù e Bro-C'hall. Kalon kreizenn nukleel Phénix e Marcoule (CEA) a zo bet lazhet e miz C'hwevrer 2010. Bremañ a ranker tennañ kuit e zanvez nukleel ha distrujañ ar sodium.
Goude ar Stadoù-Unanet, Bro-C'hall eo a broduiñ ar muiañ a dredan nukleel e 2010. 408 TWe a vez produet bep bloaz, da lavaret eo : 74% deus an tredan a vez produet dindan bloaz e Bro-C'hall (550 TWe). 16% a vez produet e lec'h all.
Pep kreizenn a rank heuliañ ur listennad poentoù surentezh. Ar re-se a c'hell cheñch bep an amzer seul-vui ma vez desket diwar gwall-zarvoudoù a zo c'hoarvezet e Bro-C'hall pe e-lec'h all. Diwallet eo ar c'hreizennoù gant Otorite ar surentezh nukleel gant sikour an IRSN. Pep kreizenn a rank bezañ kontrollet bep dek vloaz. Bep tregont vloaz e vez sellet pizh ouzh ar greizenn da c'houzoud hag e c'heller labourat ganti c'hoazh e-pad ur pennad. Ar surentezh nukleel e pep kreizenn a zo evezhiet gant departamant ar surentezh nukleel (DSN) eus servij ar Fonksioner Uhel an Difenn hag ar Surentezh (FUDS) ha ministrerezh ar gouarnamant e karg eus an energiezh.
Bep dek vloaz e ranker sellet pizh ouzh pep kreizenn. Un ekzamin surentez a vez graet. Klask a ra an ekzamin-se gouzout penaoñs he deus cheñchet ar sañtralenn abaoue m'eo bet savet. Klasket e vez mankoù ha kudennoù a bep seurt. Sellet e vez ivez ouzh an doare da renn ar greizenn. Ma ranker gwelaat ar reakteur, e c'heller en ober pa vez lazhet bep 10 vloaz.