Er vell-droad e vez graet kreizer(ez) eus ur c'hoarier(ez) a vez e/he roll ober al liamm etre al linenn zifenn hag an hini argadiñ. Goude rastellat ar vell e rank ar greizerien/c'hreizerezed he zreuzkas d'an argaderien/argaderezed an efedusañ ar gwellañ. O c'hefridi bouezus all zo mirout ouzh ar c'hoari enep a vont en-dro kuit da luziañ tamm labour an difennerien/difennerezed. Gwall alies e vez klevet gourdonerien veur barrek-mat war gadoniezh ar vell-droad o lâret e vez gounezet pe gollet ur c'hrogad er c'hreiz.

Kreizer
association football position
Iskevrennad eusc'hoarier mell-droad Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ
Lec'hassociation football pitch Kemmañ
Stumm gourel an dikedennMëttelfeldspiller Kemmañ
Kristian Gourcuff, unan eus gwellañ kreizerien bourchas Breizh
Claude Coco Michel, unan eus gwellañ kreizerien rastellañ Breizh

D'ar mare (1954) ma oa bet lakaet an doare c'hoari 4-2-4 diouzh ar c'hiz gant skipailh broadel Hungaria, oc'h enebiñ ouzh an WM mil vrudet, e veze graet hanterien eus an daou greizer, o flas dezhe etre ar pevar araoger hag ar pevar adreger.

Er bloavezhioù pevar-ugent ez ae pevar c'hoarier hep o far - Luis Fernandez, Alain Giresse, Michel Platini ha Jean Tigana - d'ober kreiz skipailh mell-droad Bro-C'hall. Ken barrek e vezent war an dachenn c'hoari ma veze graet Ar c'harrez hud[1] anezhe. Hep klask koazhañ levezon ar c'hoarierien all e c'haller skrivañ ez eo a drugarez d'ar greizerien-se en devoa gounezet skipailh mell-droad Bro-C'hall e gentañ trofe, da lâret eo Kampionad vell-droad Europa 1984.

Gant c'hoarierien/c'hoarierezed ar c'hreiz hep mar na marteze ez eus tu da sevel meur a zoare c'hoari disheñvel-mik an eil diouzh egile. Gallout a reer kaout daou/div, tri/teir, pevar/peder betek pemp kreizer(ez) diouzh an doare c'hoari bet dibabet ober gantañ hag hini ar skipailh enep evel just. N'haller ket bezañ souezhet eta ma vez gortozet e tiskouezfe ur c'hreizer/greizerez kaout kaleter o vezañ ma rank redek kalz ha pell : aze emañ sur a-walc'h ar perzh a zo boutin d'an holl greizerien/greizerezed. Daoust d'ar c'hreiz bezañ ur strolladig kempoell e vez disheñvelaet peurliesañ

  • ar greizerien bourchas/c'hreizerezed pourchas (ar rener c'hoari en o zouez), da lâret eo an niverennoù 8 (Alain Giresse da skouer) ha 10 (Michel Platini da skouer) gwechall

diouzh

  • ar greizerien rastellañ/c'hreizerezed rastellañ, da lâret an niverenn 6 (Luis Fernandez da skouer) gwechall.

Ne vez ket aes bepred pegañ ul liketenn ouzh pep melldroader, ar pezh a veze diskouezet splann gant Jean Tigana, rasteller melloù eus ar c'hentañ ha kentañ enepargader e skipailh.

Notennoù kemmañ

  1. Bernard Genghini en devoa kemeret perzh gwechoù 'zo ivez.