Krez ar gwellañ reder yaouank

Krez ar gwellañ reder yaouank, er marc'hhouarnerezh, a vez roet d'ur reder dindan 25 bloaz (pe 21 bloaz hervez reolennoù ar genstrivadeg) an uhelañ ar gwellañ e blas er renkadur hollek (n'eo ket ret bezañ gounezet ar redadeg gantañ).

Da geñver ar redadeg a-dennadoù e vez loreet ar reder-se gant ur c'hrez disheñvel-mik e liv (gwenn peurliesañ) diouzh ar re all.

M'emañ ar gwellañ reder yaouank e penn ar renkadur hollek, ar renkadur dre boentoù pe renkadur ar gwellañ kraper e vo ret groñs dezhañ gwiskañ unan eus ar c'hrezioù-mañ, peurliesañ diouzh an urzh da-heul :

ha douget e vo krez ar gwellañ reder yaouank gant an hini renket da eil neuze.

Da geñver Tro Breizh war varc'h-houarn 2012 e oa Daan Olivier (Izelvroioù) gwellañ reder yaouank ar redadeg-mañ, da skouer.