Krign-bev an avu

kleñved denel

Krign-bev an avu zo ur c'hleñved hirbad doare krign-bev hag a dag an avu. Krign-bev an avu a c'hell kregiñ en avu pe bezañ a-eil o talvezout eo kroget e lec'h all met erruet betek an avu evel metastaz. Metastazennoù an avu a vez kavet aliesoc'h evit na vez eus krign-bev diazez an avu. Stank oc'h-stank eo krign-bev an avu dre ar bed.

krign-bev an avu
class of disease
Abeg pennañliver cirrhosis, aflatoxins Kemmañ
Dibarder mezegelonkologiezh Kemmañ
Symptoms and signsjaundice, abdominal pain, weight loss, hepatomegaly Kemmañ
Anatomical locationavu Kemmañ
ICD-9-CM155.0, 155.2 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC34803, C7692 Kemmañ

Krign-bev an avu diazez a zo unan eus ar c'hwec'h krign-bev aliesañ hag ar pevare hini o tegas ar marv d'ar c'hlañvad tapet gant ur c'hrign-bev. Krign-bev an avu a zo alies unan gant un diougan fall dreist-holl pa vez kavet gant dale. Ar pare a zo ur c'hemmesk etre surjianerezh ha kimiomezegiezh evit talañ ouzh un adsav gant ar c'hrign-bev. Ar pareoù a c'hell mont betek un imboudadur. Muioc'h-mui e vez klasket implij pareoù hiniennelaet. Ma vez re emdroet ar c'hrign-bev, ar c'himiomezegiezh a sikour astenn buhez ar c'hlañvour kement ha gwellaat e zoare bevañ.

E 2018, diwar un hollad 841 000 den tapet gant krign-bev an avu e oa bet marvet e-tro 782 000 den.

Epidemiologiezh

kemmañ

A-fed marvusted, tizhout pemp bloaz dreistbevañ ur wech kavet ur c'hrign-bev en avu hag en hentoù bestl e Stadoù-Unanet Amerika a zo 19.6% [1] En SUA e vez istimet e vez 1% probabentez da vezañ tapet gant ur c'hrign-bev eus an avu en e vuhez. Ur c'hrign-bev ral eo neuze met en desped d'an nebeut a dud tapet gantañ e chom unan eus ar re washañ a-fed marventez.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ