Krist marv
Krist marv zo unan eus brudetañ taolennoù an arzour italian Andrea Mantegna, livet war-dro 1480. Gwelout a reer Jezuz war ur gwele marmor, ar Werc'hez hag an abostol Yann an Avielour en e gichen.
Istor
kemmañGraet e voe an daolenn gant Mantegna evit chapel e vez, a greder. Kavet e voe gant e vibien en e stal-labour, ha gwerzhet evit paeañ an dle chomet war e lerc'h. He gwelout a c'haller er Pinacoteca di Brera e kêr Milano, en Italia.
Burutellerezh
kemmañTamallet e voe d'an daolenn, gant kelennerien-arz eus e amzer, diskouez ar C'hrist e "doare ar Romaned", evel un den kig ha gwad, ha netra ken : mat e weler an toulloù en daouarn hag en treid. Sachet e vez ivez ar sell war-du gaol ar C'hrist, un dra ral el liverezh relijiel.
Kement-se a zisteraje talvoudegezh an daolenn a rankje bezañ diskouezet natur doueel ar C'hrist. Kontrol e oa an oberenn da santadoù relijiel e vare.
Levrlennadur
kemmañ- La Grande Storia dell'Arte - Il Quattrocento, Sole 24 Ore, 2005
- Faces of Christ, Thomas, D., 1979