Kristina Danmark (war-dro 1118-1139), pe Kristin Knutsdatter e norvegeg, a oa merc'h da g-Knud Lavard, roue Danmark. He mamm a oa Ingeborg Kiev.

Skoed Danmark

Rouanez

kemmañ

Dimezet e voe d'ar roue Magnus IV Norvegia. Aozet e voe an dimeziñ gant he moereb Malmfred, c'hoar d'he mamm, bet rouanez Norge, ha bet lezvamm Magnus, ha da neuze pried d'ar priñs Erik. E 1131 e voe an dimeziñ hag e 1132 pe 1133 an eured.

He fried Magnus a roas e skoazell d'he zad Knud ha d'hec'h eontr Erik a-enep Niels, roue Danmark. E 1133 e tec'has Erik ha Malmfrid eus Danmark da Norge da gaout gwarez digant Magnus. Hogen ar rouanez Kristina a zizoloas edo he fried Magnus o vont da werzhañ hec'h eontr hag he moereb, ha diskuliañ a reas kement-se da Erik ha Malmfrid, hag int neuze d'ober emglev gant enebour ar roue Magnus, Harald IV, roue Norge. Neuze e tispartias Magnus diouzh e wreg Kristina.