Kristof ar Menn

c'haner hag ur soner
Kristof ar Menn
Krismenn e Gouel an Erer Kozh e 2015

Alias Krismenn
Anv Kristof Ar Menn
Ganet 14 a viz Meurzh 1981
Landerne
Micher(ioù) Saver pozioù
Soner
Kaner
Sonaozour
Doare(où) Sonerezh Breizh, Sonerezh a-vremañ, rap
Benveg(où) gourebed, dobro, Taboulinoù, Kan, beat-box
Bloavezhioù oberiant abaoe ar bloavezhioù 2000
Lec'hienn ofisiel krismenn.com

Endro Jean-Pierre Quéré, Erik Marchand, Erik Menneteau, Gwenola Coic

Kristof ar Menn pe Krismenn hervez e anv arzour, a zo ur c'haner kan-ha-diskan, ur saver pozioù ha tonioù hag ur soner gourebed, dobro ha beat-box.

E vuhez, e yaouankiz

kemmañ

Ganet e oa d'ar 14 a viz Meurzh 1981 e Landerne, tremen a reas e yaouankiz e Plougastell-Daoulaz. Komañset e oa da seniñ tamboulinoù e bagad Plougastell pa oa 11 vloaz ha kroget e oa da seniñ gitar er memes mare. Da 18 vloaz e oa aet da chom da g-Kreiz Breizh da zeskiñ brezhoneg ha kan-ha-diskan gant ar re gozh. Graet en deus studioù war ar brezhoneg e skol-veur Brest hag ar c'hleweled e Roazhon.

Kaner kan-ha-diskan

kemmañ

Da 17 'vloaz en deus dizoloet ar c'han-ha-diskan. Dedennet gant ar c'han-ha-diskan en deus dibabet mont da zeskiñ an doare-se da ganañ 'ba kostez Poullaouen gant Bastian Gwern ha Jean-Yves ar Rouz. Selaouet en deus dielloù Dastum ivez ha plijet bras eo bet gant kanerien evel Katrin Gwern deus Plouie. Desket en deus kanañ er C'hreiz-Breizh Akademi gant Erik Marchand ivez. Gounezet en deus ar c'han ar bobl e 2002. Beajet en deus en Amerika, India hag Albania evit pinvidikaat e sonerezh, e gan, en ur selaou diouzh sonerezh disheñvel eus hini Breizh.

Kaner a-vremañ

kemmañ

E-penn kentañ en devoa c'hoant Krismenn da zeskiñ kanañ ar gavotenn nemetken. Met tamm-ha-tamm eo kroget da zeskiñ kanañ dansoù-all hag ivez kanañ rap, e brezhoneg. Sot gant al lusk hag gant pouez-mouezh ar brezhoneg en deus klasket sevel pozioù rap en ur implij rimoù diabarzh ha da lakaat ar c'hlotennoù-se war an taol-mouezh. Kinnig a ra e ganaouennoù war al leurennoù e-unan. Evit an abadenn-se, seniñ a ra gitar dobro, gourebed, beat-box, kanañ a ra ha lakaat a ra ivez un neubeut a enrolladennoù eus tud o komz e brezhoneg. Gant binvioù sonveskañ e lak ar gourebed, ar gitar bodro... da dreiñ hag en em servij a ra eus efedoù ivez, ha tout-se e-unan. Seniñ a ra e doare fest-noz pe e doare ur sonadeg war al leurenn. Ober a ra ar sonerezh a blij dezhañ, selaoù a ra ur bern sonerezh, beajiñ a ra, hag e-barzh e sonerezh en deus tout ar pezh en deus levezonet anezhañ.

Ar Sonerezh

kemmañ

Sonerien ha strolladoù

kemmañ

Kanañ a ra kan-ha-diskan gant Jean-Pierre Quéré, Erik Marchand, Erik Menneteau ha Gwenola Coic, hag ivez 'barzh ur strollad fest-noz, Darhaou. Seniñ ha kanañ a ra e solo (e doare fest-noz pe e doare ur sonadeg).

Pladennoù

kemmañ
  • Norkst
  • An deirvet gant Darhaou
  • EP Krismenn (pladenn 5 titl anezhi) (2011)
  • N'om gustumiñ deus an deñ eus an deñvalijenn (2017)

Prizioù

kemmañ

Gounezet en doa Kan ar bobl e 2002 ha priz kentañ "concours de la chanson écologique" aozet gant "la citrouille" e 2009 gant ar ganaouenn "ar bolitiklaerien" sonet gant toull revr explosion.

Filmoù

kemmañ
  • Philippe Guilloux, Kan ha beat, Carrément à l'Ouest, azvent 2012, Tébéo / TébéSud

Liammoù diavaez

kemmañ