Kroaz an ti ruz
Kroaz an ti ruz zo ur groaz keltiek e greunvaen e Trelevenez. He c'havout a reer 100 metrad a gleiz d'un hent-karr bihan a loc'h a gleiz er bourk, nepell eus an iliz, eus hent Sant-Alar.
Istor
kemmañUnan eus bugale Trelevenez, Adrian Stang ar Ruskeg a zo unan eus ar miliadoù a soudarded vreton a zo bet falc’het e Belgia, e Maissin, gant an Ankou. D’an 22 a viz Eost 1914. Ul lazhadeg euzhus e voe e-pad daou zevezh. E miz Eost 1932, 18 vloaz war-lerc’h, e teue e vamm, itron ar C’hastell, an Itron Hilarion Stang Ar Ruskeg, bet ganet Herve-ar-Pennc’hoad, betek enno, e Maissin, evit al lidoù bras ha staliadur ur C’halvar a Vreizh er vered. Eus an Treoù-Leon an hini eo e teue : « Kroaz an Ti ruz » a veze graet eus ar c’halvar-se. Skrivet eo warnañ, en ur brezhoneg iskis un tammig, komzoù hag a zo da soñjal warno goustadik.
- «Ar prezeger gwella hep mar eo er maro
- rak e vouez a zo don ! Selaou, den kalonek,
- Laret a ra bezañ bretoned karantek.
- Keneil, demp alies da welet ar beziou »
- Jos-Pêr ar Braz (Dirlem 1889-1915)
-
Ur c'halvar bet degaset eus An Treoù-Leon
-
Plakenn An Treoù-Leon evit ar c'halvar Croas Ty Ru bet tennet.
E plas ar c'halvar kozh aet da Velgia ez eus bet staliet ur groaz keltiek e greunvaen : he c'havout a reer 100 metr a-gleiz d'un hent-karr bihan a loc'h a gleiz er bourk, nepell eus an iliz, eus hent Sant-Alar.