Kulturforum a zo un hollad savadurioù gouestlet d’ar sevenadur e Berlin, nepell eus Potsdamer Platz. Savet eo bet er bloavezhioù 1950 ha 1960 war harzoù Berlin ar C’hornôg. Unan eus perzhioù Kulturforum eo an doare m’eo bet savet an savadurioù a gaver ennañ : diazezet int war steuñvioù ha mennozhioù modern savourien evel Hans Scharoun pe Mies van der Rohe. Goude m’en defe bet Scharoun mennozh Kulturforum, e voe lakaet Rolf Gutbrod e karg eus ar raktres e 1968. Ar pal a oa sevel savadurioù a vefe mirdioù enno. Lakaat a reas sevel mirdi an arzoù-kinklañ (Kunstgewerbemuseum) ha kerkent e savas tabut abalamour d’e stumm postek an d’an aozañ diabarzh hag a oa luziet. Kenderc’hel a reas al labourioù e 1988, kaset gant ar savourien Hilmer ha Sattler. Klask a rejont aozañ un hollad savadurioù kenglotus hag e lakjont sevel ur mirdi nevez, hini al livouriezh (Gemäldegalerie). Peursavet e voe e 1998. Ouzhpenn an daou virdi-se e kaver hiziv an deiz al levraoueg arzoù (Kunstbibliothek) ha kambrig an engravadurioù (Kupferstich kabinett). E-touez an ensavaduriù sevenadur staliet e Kulturforum pe tro-dro emañ ar re da heul :

  • Neue Nationalgalerie (1965–1968, Ludwig Mies van der Rohe)
  • Gemäldegalerie (1998, Heinz Hilmer ha Christoph Sattler)
  • Kupferstichkabinett (Sammlung der Zeichnungen und Druckgraphik)
  • Kunstgewerbemuseum (1978, Rolf Gutbrod)
  • Musikinstrumenten-Museum (1984, Edgar Wisniewski)
  • Berliner Philharmonie (1960–1963, Hans Scharoun)
  • Kammermusiksaal (Hans Scharoun, Edgar Wisniewski)
  • Staatsbibliothek zu Berlin (1967–1976, Hans Scharoun)
Berlin Philarmonie, ijinet gant Hans Scharoun
Staatsbibliothek zu Berlin (levraoueg stad Berlin), ijinet gant Hans Scharoun
Neue Nationalgalerie, ijinet gant Mies van der Rohe

Liamm diavez

kemmañ