Kumrovec (distaget [kûmroʋet͡s] e kroateg) zo ur geriadenn hag ur gumun e hanternoz Kroatia, e županija Krapina-Zagorje. Emañ war ribl ar stêr Sutla, un adstêr d'ar Sava, nepell diouzh harzoù Slovenia. E kumun Kumrovec e oa 1 413 annezad e 2021, met ne oa nemet 267 den o chom er gêriadenn.

An ti ma voe ganet Tito.

Brudet eo Kumrovec dre ma'z eo eno e voe ganet Josip Broz Tito, a zo bet prezidant Republik Kevreadel Sokialour Yougoslavia.