Kuni-yuzuri
Kuni-yuzuri pe Kuniyuzuri (Japaneg: 国譲り; Kuni: broad; Yuzuri: mestroniañ, kemer galloud war) zo un darvoud mojennel e-pad ragistor Japan. Kavout a reer displegadennoù eus an darvoud-se e testennoù evel ar C'hojiki pe an Nihon Shoki. Displeget e vez d'al lennerien penaos eo tremenet perc'henniezh douaroù Japan eus an doueed kami a oa war an douar (kunitsukami) d'an doueed kami eus an Neñv (amatsukami) ha goude-se d'o diskennidi, tiegezh impalaerien Japan[1]
Kenarroud
kemmañAr C'hojiki hag an Nihon Shoki a zisklêr e voe krouet enezeier Japan gant ar c'houblad diazez Izanagi hag Izanami. Ouzhpenn se o devoa roet buhez d'un toullad doueed, tri anezho – Amaterasu, Tsukuyomi ha Susanoo – a voe fiziet enno ren war an oabl (Takamagahara, "Plaenenn uhel an oabl") evit Amaterasu, an noz evit Tsukuyomi, hag ar morioù evit Susanoo].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ