Kurdistan Irak

(Adkaset eus Kurdistan ar Su)

Kurdistan Irak, anavezet ivez dindan an anv Rannvro Kurdistan (e kurdeg: ههريمى كوردستان, Herêma Kurdistan ; hag en arabeg:إقليم كردستان العراق), pe c’hoazh Kurdistan ar Su pe Kurdistan ar C’hreisteiz (Başûrî Kurdistan e kurdeg) zo ur rannvro damemren e hanternoz Irak. En norzh dezhi emañ Turkia, er reter Iran, hag er c’hornôg Siria. Emañ kêr-benn Kurdistan Irak en Arbil (en arabeg) pe Hewlêr (e kurdeg).

Kurdistan Irak
Banniel Kurdistan Irak
Rannvro emren Kurdistan hag an dachenn poblet gant Kurded en Irak

Renet e vez ar rannvro gant "Gouarnamant Rannvroel Kurdistan", anavezet e kurdeg evel Hikûmetî Herêmî Kurdistan, abaoe 2005 en un doare ofisiel. E gwirionez e oa emren ar vro abaoe 2003, pa oa bet aloubet Irak gant soudarded eus ar Stadoù-Unanet, skoazellet gant armeoù eus un nebeud broioù all.

Alies e vez graet Kurdistana Başûr (Kurdistan ar C’hreisteiz) pe Başûrî Kurdistan (Kreisteiz Kurdistan) eus ar rannvro-se, e kurdeg, evit diskouez pelec’h emañ e-keñver rannvroioù all Kurdistan.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ