Kyiv

kêrbenn Ukraina

Kyiv (en ukraineg: Київ "Kyiv", anavezet a-raok gant ar stumm rusek: Киев "Kiev") eo kêr-benn Ukraina. Kêr vrasañ ar vro eo ivez ha tost da 3 milion a dud a oa o vevañ enni e 2021. War lezioù ar stêr Dnipro eo bet savet.

Sant Mikael
An Nor aour
Pechersk Lavra
Pechersk Lavra

Kiev zo ur greizenn c'hreantel, skiantel, skolveuriek ha sevenadurel abouez en Europa ar Reter. E-touez he monumantoù emañ Iliz-veur Santez-Sofia. Ur rouedad metro ha trenoù banlev he deus.

Unan eus koshañ kêrioù Europa ar Reter eo. Da gentañ ne oa nemet ur greizenn a genwerzh slav diazezet er Vvet kantved war an hent kenwerzhel etre Skandinavia ha Kergustentin. Dindan truaj rouantelezh ar C'hazared e oa ar vourc'h betek ma voe kemeret gant ar Vareged (vikinged) e kreiz ar IXvet kantved. Dont a reas da vezañ kêr-benn priñelezh Kiev, divraz Rusia a-vremañ. Peurzistrujet e voe ar gêr e 1240 gant an alouberien vongol ha koll a reas e fouez e-pad kantvedoù. Chom a reas dindan veli he amezeien c'halloudus : Lituania, Polonia hag a-benn ar fin Rusia.

Mont a reas ar gêr e-barzh an impalaeriezh rus ha bleuniañ a reas e-pad an Dispac'h industriel etre fin an XIXvet kantved ha 1918, ar bloaz ma teuas da vezañ kêr-benn Republik Poblel Ukrania. Disklêriañ a reas ar Republik-se he dizalc'hiezh met ne voe ket gwerc'hel e-pad pell peogwir e voe staget ouzh an Unvaniezh Soviedel. E 1934 e voe kêr-benn Republik Soviedel Ukraina. Tost peurzistrujet e voe e-pad an Eil Brezel Bed, adsavet buan goude-se avat ha dont a reas da vezañ trede kêr pobletañ an Unaniezh Soviedel.

Kêr-benn Ukraina e teuas da vezañ goude diskar an URSS ha disklêriadur dizalc'hiezh ar stad nevez e 1991. Kreskiñ a reas fonnus gant distro Ukrainiz bet o chom e republikoù all an Unvaniezh Soviedel. Chom a ra ar gêr pinvidikañ ha pobletañ ar vro. Genadoù ar servijoù hag an arc'hant bras en deus kemeret plas greanterezh an armoù hag a oa bras e blas en armerzh ukrainat kent.

Brezel 2022Aozañ

D'an 11 a viz Meurzh 2022 e krogas Emgann Kyiv kaset gant an arme rus[1]. Kuit e oa aet an hanter eus ar boblañ d'an estrenvro.[2]

Tud brudet ganet enoAozañ

GevellerezhAozañ

LevrlennadurAozañ

NotennoùAozañ