L'Équipier
L'Équipier zo ur film, sevenet gant ar filmaozour gall Philippe Lioret (diwar ur senario savet gantañ a-gevret gant Emmanuel Courcol ha Christian Sinniger), hag a oa deuet er-maez d'an 3 a viz Du 2004.
Er film hag a bad kant peder munutenn ez eo Tour-tan ar Gazeg un elfenn bouezus ken ez eo. Padal, ne oa ket bet troet an holl zarvoudoù eno : krouet e oa bet un adsavadur eus penn an tour-tan-mañ war Beg Korzenn.
An danvez
kemmañErruout a ra Camille en Enez-Eusa, e-lec'h ma oa-hi bet ganet, gant ar soñj da werzhañ ti he zud. Marvet he zad — Yvon Le Guen — dek vloaz 'zo hag he mamm — Mabé — er bloaz paseet, n'eo nemet un ti-hañv ken bremañ.
A-gevret gant he moereb — Jeanne — e tremen Camille un nozvezh diwezhañ e-barzh an ti a-raok mont da Vrest, da di an noter, d'un emgav gant prenerien deuet eus Pariz. Ne vo serret lagad ebet ganti a-hed an nozvezh-se goude diskoachañ ul levr ma kav-hi ur c'hevrin ennañ : un istor fromus o liammañ he zud, annezidi an enez hag un diavaeziad, Antoine Cassenti e anv.
E 1963 e oa Yvon Le Guen penndiwaller ifern[1] Tour-tan ar Gazeg, savet er mervent da Eusa, tra m'edo e wreg Mabé o labourat en ur fritur war an enez. Muturniet e zorn kleiz e-kerzh Brezel Aljeria en devoa dibabet Antoine Cassenti mont da ziwaller tour-tan ha, goude bezañ bet stummet e Brest, e oa bet anvet da skipailhad Le Guen. A orin eus Touren ne oa ket deuet-mat Cassenti d'an enezidi, seul vui ma oa un diwaller all — Jean-Pierre Menguy — o c'hortoz e vije roet ar post-labour d'e vab.
Dre forzh labourat asambles e digenvez gouez o zour-tan ha barradoù-imor an Natur diroll en-dro dezho o devoa desket an daou zen en em anavezout betek magañ gwir liammoù a gengarantez etrezo. Diseblant ouzh santadennoù Brigitte, micherourez yaouank ar fritur, en e geñver ne voe ket Cassenti evit mirout outañ e-unan a respont da garantez Mabé o c'henel, betek mont re bell ganti.
Abalamour da enebiezh padus poblañs an ezenn outañ en devoa graet Antoine e soñj da vont kuit eus Eusa, o lezel war e lerc'h ur verc'h — Camille hec'h anv-bihan — ha n'en devoa anavezet biskoazh.
Da-heul an diskuliadur souezhus-mañ e tivizo Camille chom hep gwerzhañ ti he ziegezh.
Roll ar gomedianed pennañ
kemmañ- Sandrine Bonnaire : Mabé Le Guen,
- Philippe Torreton : Yvon Le Guen,
- Grégori Derangère : Antoine Cassenti,
- Émilie Dequenne : Brigitte,
- Anne Consigny : Camille,
- Nathalie Besançon : Jeanne (yaouank),
- Martine Sarcey : Jeanne (kozh),
- Gilles Masson : Jean-Pierre Menguy.
Goproù
kemmañDa-geñver lid ar Césars e 2005 o devoa kenstrivet
- Philippe Torreton, evel gwellañ aktour,
- Émilie Dequenne, evel gwellañ aktourez o c'hoari un eilroll,
- Nicola Piovani, evit ar gwellañ sonerezh,
hep na vijent bet gopret koulskoude, siwazh dezho.
Notennoù
kemmañ- ↑ Ifern a veze graet eus un tour-tan savet en donvor.