L'Abeille de la Nouvelle-Orléans
L’Abeille de la Nouvelle-Orléans, pe L'Abeille ent-berr, a oa ur gazetenn c'hallek embannet e New Orleans, e Stadoù Unanet Amerika, eus 1827 betek 1923.
Embannet e voe an niverenn gentañ eus ar gazetenn c'hallek-se e New Orleans, e Louiziana, d'ar 1añ a viz Gwengolo 1827. Tri miz goude an deroù e voe ouzhpennet ul lodenn e saozneg (The New Orleans Bee). Ha dont a reas er-maez er stumm divyezhek-se betek 1872. Da neuze e voe paouezet gant al lodenn saoznek ha dont a rae er-maez e galleg hepken. E-pad un nebeud mizioù (1829-1830) e voe embannet pennadoù spagnolek ivez (La Abeja). Teir gwech ar sizhun e teue er-maez da gentañ ha goude ur pennad amzer e teuas er-maez bemdez. Paouez a reas da zont er-maez e 1925.