L'Etivaz
L’Etivaz (ne zistager ket ar z, an L' a ranker mirout) a zo ur seurt fourmaj suis dezhañ un toaz kalet, gwasket ha poazhet, a vez fardet en alpoù, da vare an hañvad (etre miz Mae ha miz Here). Dont a ra anv ar c'heuz-se eus al lec'h ma vez produet : an Alpoù ha rakalpoù Vaud.
Fardet e vez diwar laezh buoc'h kriz. Ar saout a vez kavet er peurachoù etre 1000 ha 2000 metrad uhelder, war gumunioù Château-d'Œx, Rougemont, Rossinière, Ormont-Dessous, Ormont-Dessus, Leysin, Corbeyrier, Villeneuve, Ollon ha Bex. Frondus, ha splann eo blaz L'Etivaz ha blaz ar frouezh a vez gantañ, a-wechoù e vez santet blaz ar c'hraoñ kelvez ivez. A-fet liv e vez melen. Gwarc'helloù etre 15 ha 35kg a vez kavet. Produet e vez etre 320 ha 330 tonad, da lavaret eo etre 12000 ha 14000 tamm.
Ar fardañ
kemmañArtizanel da vat eo an doare ma vez fardet L’Etivaz, met strizh eo ar reolennoù : chidhouarnoù kouevr lakaet war an tan a ranker implijout d'e boazhañ. Diouzh an doare ma vez fardet e teu perzhioù dibar ar fourmaj.
E-pad 24 eurvezh e vez soubet ar fourmaj en hili, goude-se e vez sallet ha broustet reoliek gant holen ha renket war estajerennoù episea, ha troet bep 5 devezh. E-pad 5 miz e vez puret ar gwrac'helloù e kavioù. Gwrac'helloù zo a vez dibabet ha miret e-pad 3 bloaz en ur solier, ha re zo a c'hall bezañ gwerzhet azalek ar 7vet miz, diouzh o darevaat.
E 2000 e voe L'Etivaz ar fourmaj suis kentañ lakaet da anvadur orin kontrollet (AOK).