Léo Ferré

skrivagner gallek

Léo Albert Charles Antoine Ferré, ganet d'ar 24 a viz Eost 1916 e Monaco hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Gouhere 1993 e Castellina in Chianti (Toskana), a oa ur c'haner ha sonaozer gall.

Savet en devoa un daou-ugent albom bennak e-pad 46 vloaz. Léo Ferré a zo chomet abaoe e varv ar c'haner ha sonaozer gall en deus bet savet ar muiañ a ganouennoù ha tonoù. Mestroniañ a rae ar sonerezh klasel ha bet e oa o ren meur a laz-seniñ klasel dirak arvesterien pe e-pad enrolladennoù pladennoù. Léo Ferré a zisklêrie e oa anarkour hag awenet e oa bet kalz gant ar soñjoù politikel-se en e oberennoù.