La Brière
La Brière (Ar Briwer e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Léon Poirier e 1924.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Senario : Léon Poirier, azasaet diwar ar romant La Brière (1923) gant Alphonse de Châteaubriant,
- Produour : Compagnie Universelle Cinématographique (Pariz),
- Renerien ar skeudenniñ : Lucien Bellavoine ha Georges Specht,
- Aozer ar sonerezh orin : Paul Ladmirault,
- Kinklour : Robert-Jules Garnier,
- Prantad filmañ : adalek miz Meurzh betek miz Mezheven 1924,
- Lec'hioù filmañ : Sant-Yoasin (Liger-Atlantel),
- Deiziad dont er-maez : 23 a viz Ebrel 1926,
- Padelezh : 106'.
An danvez
kemmañUr vro a c'heunioù eo ar Briwer, e-lec'h ma vev ha ma labour gwazed ha merc'hed kalet ouzh o foan. Tabutoù garv a sav pa'z eus kaoz da zisec'hañ ar gwernioù a-benn oberiañ brik. Kemer a ra Aoustin penn ar re a dal ouzh ar raktres. Ha nac'h a ra ar c'hozhiad reiñ dorn e verc'h Théotiste d'ar c'houer yaouank Jannin war zigarez n'emañ ket hemañ ali gantañ.
Roll ar gomedianed pennañ
kemmañ- José Davert : Aoustin,
- Laurence Myrga : Théotiste,
- Jeanne Marie-Laurent : Aoustine,
- Armand Tallier : Jannin,
- Eugénie Nau : Florence,
- Madame Lenoir : Julie,
- Renée Wilde : Marie,
- Romain Mouton : an aotrou maer.