La Lupe
La Lupe a oa anv-micher Guadalupe Victoria Yolí Raymond, a oa ur ganerez kuban, ganet d'an 23 a viz Kerzu 1936[1] e Santiago de Cuba ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1992 er [[Bronx] e New York, ma'z eus lakaet ur straed en hec'h anv.

Kanañ a rae bolero, guaracha ha pezh a veze anvet latin soul. Hiziv e vez gwelet evel ur ganerez salsa evel Celia Cruz, ha ne oa ket evit gouzañv anezhi. Meur a bladenn he deus graet gant Tito Puente.
LennegezhAozañ
E 2006 e oa unan eus penntudennoù ar romant La isla de los amores gant ar skrivagnerez kuban Daína Chaviano. Hennezh eo ar romant kuban muiañ troet, aet gantañ ar vedalenn aour er Florida Book Awards ha troet en 20 yezh.
E 2008 e voe kaoz anezhi el levr Con el diablo en el cuerpo, anv he fladenn gentañ, gant ar skrivagner dominikan Rafael Darío Durán.
FilmoùAozañ
- 2009 : La Mala, gant Lena Burke ha Jorge Perugorría, diazezet war buhez La Lupe.
- 2015 : Celia, un novela diazezet war buhez Celia Cruz ma'z eus kaoz eus La Lupe en dudenn Lola Calvo.
PladennoùAozañ
|
|
|
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ (fr) Find A Grave