La Varenne

kumun Bro-C'hall


La Varenne
Kember an adstêr Diwazh a-zehoù hag al Liger a-gleiz, gant kêriadenn La Varenne en diadreñv.
Kember an adstêr Diwazh a-zehoù hag al Liger a-gleiz, gant kêriadenn La Varenne en diadreñv.
Ardamezioù
Bro Marzoù Breizh-Anjev
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Broioù-al-Liger
Departamant Maine-et-Loire
Arondisamant Cholet
Kanton Champtoceaux
Kod kumun 49360
Kod post 49270
Maer
Amzer gefridi
Jean-Charles Juhel
2014-2015
Etrekumuniezh Communauté de communes du canton de Champtoceaux
Bro velestradurel Pays des Mauges
Lec'hienn web http://www.mairie-la-varenne.fr
Poblañsouriezh
Poblañs ann. (2020)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°18′48″N 1°19′15″W
Uhelderioù kreiz-kêr : 64 m
bihanañ 1 m — brasañ 82 m
Gorread 14,19 km²


La Varenne a zo ur gumun c'hall gozh e departamant Maine-et-Loire e rannvro Broioù-al-Liger. Abaoe miz Kerzu 2015 eo un darn eus kumun nevez Orée-d'Anjou.

Douaroniezh kemmañ

Ur gumun eus Norzh ar Mauges e oa La Varenne, etre ribl su al Liger hag an Diwazh, war an harzoù etre departamantoù Maine-et-Loire ha Liger-Atlantel, war-hed 25 km diouzh Naoned er c'hornôg, 15 km diouzh Ankiniz er reter ha 70 km diouzh Añje er reter.

Champtoceaux e Maine-et-Loire, Bargazh, Chapel-Baz-Meur, Keller hag Oudon e Liger-Atlantel eo ar c'humunioù amezek.

  Keller Oudon  
N Champtoceaux
K    La Varenne    R
S
Chapel-Baz-Meur Bargazh

Kêraoz kemmañ

Hervez ar rummadur savet gant EBSSA e 1999 e oa La Varenne ur gumun diwar ar maez unpol hag a zo lod e tolead kêr Naoned hag e takad kêrel Naoned-Sant-Nazer (gwelet ar bajenn Kumunioù Liger-Atlantel) daoust dezhi bezañ en departamant Maine-et-Loire.

Istor kemmañ

Ent-istorel emañ La Varenne e-barzh Marzoù Breizh-Anjev (a ya eus takad Champtoceaux betek Montfaucon), er Mauges.

En Xvet kantved e voe aloubet tiriadoù nevez gant Foulk Nerra hag astenn a reas Anjev er C'hornôg betek ar stêr Diwazh hag er Su dre aloubiñ ar Mauges.

Er par tiriadel, gwirel ha politikel e kleve La Varenne ouzh dugelezh ha kontelezh Anjev.

Er par relijiel e chomas parrez La Varenne e dalc'h eskopti Naoned betek an Dispac'h Gall, evel Champtoceaux, Beuzid-an-Doured, Landemont, Liré, Montfaucon hag un nebeud kêriadennoù anjevat all. En 1790 e voe staget an holl gumunioù-se war-bouez Beuzid-an-Doured ouzh eskopti Añje hag ouzh an departamant nevez Maine-et-Loire.

Melestradurezh kemmañ

Melestradurezh kêr kemmañ

Roll maered La Varenne
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2014 → bremañ Jean-Charles Juhel
Meurzh 2008 Meurzh 2014 Daniel Pinier
Meurzh 2001 Meurzh 2008 Bernard Staub Ijinour stlennegour
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Etrekumuniezh kemmañ

Ezel eo ar gumun eus communauté de communes du canton de Champtoceaux[2], ezel eus sindikad kemmesk Pays des Mauges eo zoken.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Kastell La Varenne savet adal 1840 gant an tiegezh De La Bourdonnaye. Enskrivet e voe evel monumant istorel e 1992[3].

Tud brudet kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveennoù ha notennoù kemmañ