La mia nonna è vecchierella
La mia nonna è vecchierella zo ur ganaouenn italianek evit bugale. Diwar honnezh e vefe bet savet ar ganaouenn stourm Bella ciao.
Doareoù italianek
kemmañMeur a stumm italianek zo, hervez ar rannvroioù hag ar rannyezhoù[1].
Doare brezhonek
kemmañ- Ma mammig kozh n’eo ket yaouank,
- Hi ‘lar din mont, hi ‘lar din mont,
- Hi ‘lar din mont, mont, mont
- Hi ‘lar din-me mont d’ar feunteun,
- Da gerc’hat dour, dezhi d’ober koan.
- D’ar feunteun, me ‘fell ket din monet
- Me ‘lar dezhi nann, me ‘lar dezhi nann,
- Me ‘lar dezhi nann, nann, nann,
- D’ar feunteun, me ‘fell ket din monet
- Da gerc’hat dour, dezhi d’ober koan.
- Hanter-kant skoed a rofen dit-te
- Ma karfes mont, ma karfes mont,
- Ma karfes mont, mont, mont
- Hanter-kant skoed a rofen dit-te
- Da gerc’hat dour, din d’ober koan.
- Hanter-kant skoed a zo re nebeud
- ‘Fell ket din mont, ‘fell ket din mont,
- ‘Fell ket din mont, mont, mont
- Hanter-kant skoed a zo re nebeud
- Met mont a rafen evit kant.
Levrlennadur
kemmañ- Roberto Leydi, I canti popolari italiani, Arnoldo Mondadori Editore, Milano, 1973, p. 51.