Lady Jane Douglas
Lady Jane Douglas pe Jane Steuart (17 Meurzh 1698 – 21 Du 1753) a oa ur Skosadez a ouenn uhel. Dimeziñ e kuzh a reas ha genel gevelled en estrenvro pa oa 50 vloaz, ha reuz a voe abalamour d'an hêrezh rak int-i a oa da gaout ar madoù. Digredus e oa bet kavet ar ganidigezhioù-se, ha prosez a voe e teir bro.
He buhez
kemmañLady Jane Douglas a oa merc'h da James Douglas, Eil Markiz Douglas, ha c'hoar nemeti Archibald Douglas, trede markiz ha kentañ dug Douglas. Merc'h-vihan e oa da Robert Kerr, kentañ markiz Lothian.
Pa oa 22 e strivas Dugez Queensberry d'he dimeziñ da Francis Scott, eil Dug Buccleuch dre e zimeziñ, d'ur Jane Douglas all, ha honnezh a oa merc'h da James Douglas, eil Dug Queensberry ha c'hoar-gaer an Dugez.
Meur a gont hag a zug a glaskas dimeziñ d'ar Jane Douglas-se met kaset e voent da stoupa. Bevañ a c'hallas gant skoazell he breur, ha daoust da se e savas karantez etrezi hag un ofiser diarc'hant, ar c'horonal John Steuart of Grandtully. Daou vloaz goude e klevas brud eus gwall emzalc'h an ofiser, ma nac'has e welout ken. A-benn dek vloaz e komprenas e oa gaou ar vrud fall, ma timezas dezhañ en 1746 en Drumsheugh hep kas keloù ebet d'he breur.
War-dro hanter ar bloaz 1748 ec'h embannas e oa dimezet ha dougerez, hag o c'hortoz gevelled. Genel a reas anezho en Pariz, ma oa tec'het an daou bried, gant aon rak o dle o devoa da baeañ. Unan eus he bugale a dlee kaout an hêrezh, met lod a grede he devoa advabet he gugale e-lec'h o genel. E 1753 e varvas e Dinedin, hag ur bugel dezhi ivez