Lagardère SCA zo un embregerezh bedel a orin gall, renet gant Arnaud Lagardère gag a gaver en un 40 bro. Pevar skourr zo en e obererezh:

  1. Lagardère Publishing (Hachette Livre) : levrioù hag e-publishing : Armand Colin, Dunod, Stock, Fayard, Grasset, Larousse, Calmann-Lévy, Le Livre de poche, etc. (trede embanner levrioù er bed).
  2. Lagardère Travel Retail : travel retail (stalioù Relay).
  3. Lagardère Active : kazetennerezh, selled-ha-kleved (skingomz ha skinwel), embann niverel, bruderezh.
    • kelaouennoù : Elle, Paris Match, Télé 7 jours, Le Journal du dimanche...
    • skingomz : Europe 1, Virgin Radio, RFM...
    • skinwel : Gulli, Canal J, MCM...
    • krouiñ dafar selled-ha-kleved : Lagardère Studios
    • brudereh : Lagardère Publicité
  1. Lagardère Sports and Entertainment : Marketing, média, consulting, atletourien, abadennoù, arzourien .

Pa veze renet Matra, hag e obererezh war-dro ar c'hirri-nij, gant Jean-Luc Lagardère, e talvezas da ziazez da savidigezh al lieszembregerezh. Betek 2013 e oa perzhiek Lagardère er gompagnunezh EADS. Abaoe 2011, eo Qatar Investment Authority, eus emirelezh Qatar, eo pennberc'henn Lagardère.