Lais Korinthos a oa un hetaira, pe kourtizanez, brudet en Hellaz an Henamzer, er Vvet kantved kt JK. Krediñ a reer e oa ganet e Korinthos. Bevañ a rae en amzer Brezel ar Peloponnesos, ha kontet e oa da vezañ kaerañ plac'h hec'h amzer. Brudet ivez e oa he zostoni hag he froudennoù.

Lais Korinthos, gant Hans Holbein yaouank, Kunstmuseum Basel; krediñ a reer eo poltred Magdalena Offenburg, serc'h Holbein.

E-touez he serc'heged e oa ar prederour Aristippos, en deus bet savet daou skrid diwar he fenn (Πρὸς Λαΐδα, ha Πρὸς Λαΐδα περὶ του κατόπτρου), hag ar c'hampion er C'hoarioù Olimpek, Eubotas Kyrene. Hervez ur vojenn en doa prometet he dougen da Girene ma c'hounezje, ha kas a reas ur poltred anezhi.
A-hervez e oa krog da lonkañ pa oa deuet kozh. Mervel a reas e Korinthos ma voe savet ur monumant dezhi en ur c'hev anvet Κράνειον.

Lais arall

kemmañ

Un hetaira yaouankoc'h a oa anvet Lais ivez, Lais Hyccara. Mesk a zo e skridoù kozh diwar o fennoù, ken n'ouzer ket atav eus pehini ez eus kaoz.

Krennlavar

kemmañ
  • οὐ Κόρινθος οὔτε Λαίς.

Levrlennadur

kemmañ
  • William Smith, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1870. [1]
  • Jacobs, L., Die Aeltere und die Juengere, Vermischte Schriften, 1830.