Lambert II (war-dro 843-851), a oa kont Naoned ha kont Anjev, eus un tiegezh Franked, a vez graet Widonided anezhañ, hag a zalc'he marz Breizh[1].

Lambert II Naoned
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLambert II de Nantes Kemmañ
Anv-bihanLamberto Kemmañ
Titl noblañsCount of Nantes Kemmañ
Deiziad ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv1 Mae 852 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
TadLambert Iañ Naoned Kemmañ
Breur pe c'hoarGuy I of Spoleto Kemmañ
PriedRotrude Kemmañ
BugelWicbert, Lambert III of Nantes Kemmañ
FamilhGuideschi Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
KargPrefect of the Breton March Kemmañ

E vuhez

kemmañ

Krediñ a reer e oa eil mab Lambert Iañ Naoned[2] hag e bried Rotrudis, ur verc'h da Lotar, mab an impalaer Loeiz an Deol.

Hervez Kronik Naoned « e vije bet maget ha desket hervez doareoù ar Vrezhoned »[3].

En 831 e oa savet e dad a-du gant Lotar a-enep galloud Loeiz an Deol, ma voe tennet e gargoù digantañ gant an impalaer. Mervel a reas Lambert Iañ Naoned‎ e 836.

Da gentañ e oa aet a-du Lambert II gant Lotar evel e dad, met treiñ a reas neuze a-du gant Karl Voal pa deuas da vezañ Impalaer ar C'hornôg, pezh a oa furoc'h, rak e amezeg e oa.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Régine Le Jan Famille et pouvoir dans le monde franc (VIIe-Xe), 1995) (ISBN 2-859442-68-5), Tableau généalogique « Les Widonides », p.441
  2. Noël-Yves Tonnerre Naissance de la Bretagne Presses de l'Université d'Angers (1994) (ISBN 978-2-903075-58-3) p.82
  3. Kronik Naoned, p. 9.