Kleuzeureg
(Adkaset eus Lamp-straed)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Lamp-straed[1], pe kleuzeureg[2], pe post-lamp[3], pe kleuzeur-straed[4] a reer eus ur stignad staliet war vord an hentoù publik hag elumet pa gouezh an deñvalijenn evit aesaat an tremen dre skignañ gouloù tro-war-dro. Lec'hiet e vez uhel a-walc'h ar vammenn luc'h evit ma ne vefe ket trellet an dremenerien , da lavaret eo e laez ur post pe staget uhel ouzh ur voger.
Lod eus ar c'hleuzeuregoù zo dinoerioù warno ken ez eont pe war elum pe war lazhañ diouzh ar mare eus an deiz pe pa zeu an oabl da deñvalaat.
Pennadoù kar
kemmañ- Goulaouadur
- Letern
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Hemon 1993, hag e Geriadur Al Liamm 2014.
- ↑ Anv benel. Menard, Dictionnaire français-breton, pennad : lampadaire
- ↑ F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ.
- ↑ François Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931. Kinnig a ra kreuzeul-straed evit gwir.