Lampedusa
Enez Lampedusa (Isola di Lampedusa en italianeg) a zo un enezenn perc'hennet gant Bro-Italia er Mor Kreizdouar, lec'hiet etre Malta hag aod Tunizia. Dindan 20,2 km² emañ hag un tammig en tu-mañ da 6 000 a dud a zo o vevañ enni. An hini bennañ eus Inizi Pelagie eo, ha gant an div all, Linosa ha Lampione, ez a d'ober ur gumun anvet Lampedusa e Linosa, stag ouzh Proviñs Agrigento e Sikilia (205 km aleshont). Lodenn suañ Italia eo, hag evit a sell an douaroniezh ez eo lodek en Afrika.
Pal evit an divroerien
kemmañEvel m'emañ tostik an enez eus aod kevandir Afrika (167 km diouzh aod Tunizia ha 355 km diouzh aod Libia) ez eo ur pal evit an divroerien a glask tizhout diaotre ha dre vor Unaniezh Europa. Krog e oa an traoù e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 ha n'en deus graet al lusk-se nemet mont amplaat abaoe.