Lan Xang (laoeg: ລ້ານຊ້າງ, milion olifant) a oa ur rouantelezh lao savet gant Fa Ngum e 1354 e gevred Azia.

Lan Xang
1354 – 1707
Location of Lan Xang
Location of Lan Xang
Gevred Azia war-dro 1400, Lan Xang e gwer teñval
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) laoeg
Gouarnamant Monarkiezh
Roue Fa Ngum
Istor
 - Aloubet ar c'horn-bro gant Fa Ngum 1354
 - Rannet e teir rouantelezh 1707

Ar priñs Fa Ngum, a orin eus Xieng Dong Xieng Thong (Luang Prabang hiziv an deiz), a erruas e Kambodja pa oa bugel ha dimezet e voe eno d'ur verc'h d'ar roue khmer. E 1349, e penn un arme a 10.000 den prestet dezhañ gant roue Kambodja, ec'h eas kuit diouzh Angkor evit distreiñ d'e vro c'henidik ha sevel e rouantelezh. War e hent war-zu Xieng Dong Xieng Thong ec'h aloubas kement muang a dreuze. Ur wech erru e Xieng Dong Xieng Thong e kemeras ar galloud digant un den kar dezhañ a oa war an tron[1] ha kurunennet e voe e miz Even 1354 e Vientiane[2]. Dont a ra anv ar rouantelezh (ar milion olifant) eus e arme bamus.

Lan Xang en em lede eus harzoù Sina betek Sambor er c'hreisteiz hag eus harzoù Vietnam betek pladenn Khorat er c'hornôg.

Nebeut goude (1362-1368) e savas reuz er vro etre daou skourr eus ar voudaegezh : Boudaegezh Mahayana (hini ar roue Fa Ngum) ha boudaegezh Theradava (hengounel er c'horn-bro). Gwasket e voe an emsavadeg poblel met ne voe ket trawalc'h ha dre ma talc'he ar reuz e voe rediet Fa Ngum d'en em dennañ kuit da Muang Nan e 1373. E vab, Oun Heuan, a zistroas diouzh kreisteiz Yunnan ma oa en harlu, evit ren ar rejañs. Roue e teuas Oun Heuan da vezañ goude marv e dad e 1393.

Rouantelezh Lan Xang a badas c'hoazh 300 vloaz hag e teuas a-benn da daliñ ouzh aloubadegoù Vietnam (1478-79), Siam (1536), ha Birmania (1571-1621). E 1707 e voe rannet ar vro e teir rouantelezh : Luang Prabang, Vientiane ha Champasak.

Notennoù kemmañ

  1. e dad hag e vreur henañ hervez istorourien 'zo; e dad-kozh pe e eontr hervez lod all.
  2. Hervez Yoshiyuki Masuhara eo diorroidigezh ar c'henwerzh a vefe abeg pennañ krouidigezh Lan Xang; Yoshiyuki Masuhara, Prawattisat setthakit khong racha-anachak lao lanchang (Istor ekonomikel rouantelezh lao Lan Xang).