Landshut

kumun alaman

Landshut zo ur gêr eus Alamagn, e gevred Bavaria. Emañ war lez ar stêr Isar ha bez' eo kêr-benn Bavaria Izel, unan eus seizh rannvro Stad dieub Bavaria. Kêr vrasañ Bavaria Izel eo Landshut : gant tost 70 000 a annezidi ez eo brasoc'h eget Passau ha Straubing, a zo kêrioù bras all el lodenn eus ar vro.

Kreiz kêr Landshut

Brudet eo al Landshuter Hochzeit ("Eured Landshut"), ur fest vras e doare ar Grennamzer.

Tost a-walc'h emañ Landshut da gêr München ha d'he aerborzh etrebroadel. Gant se eo kresket ha deuet da vezañ ur gêr a bouez e Bavaria.

E 1800 e voe kaset skol-veur Ingolstadt da Landshut, evit tec'hout diouzh an alouberien c'hall. Neuze e voe graet "skol-veur Masimilian I" anezhi, diwar anv roue Bavaria d'an ampoent. E 1826 e voe kaset ar skol-veur da gêr-benn Bavaria, München, ha bremañ eo anavezet evel "skol-veur München", met Ludwig-Maximilians-Universität München eo hec'h anv ofisiel.

Tud brudet

kemmañ

Kêrioù gevellet

kemmañ

Gevellet eo Landshut gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.