Lannegi Lanvaoz
Lannegi Lanvaoz a zo un tolead naturel e Bro-Wened. Ur gribenn dameeun eo a-hed un 70km bennak eus Kamorzh er c'hornaoueg betek Redon er reter, evit ul ledander a 5 km bennak. 175 m e tap ar gribenn-se e Kolpoù met an uhelder krenn a ya eus 120 da 150 m. Lannegi ha brugeier a gaver stank dre eno, met gwez rousinek a zo bet plantet ur bern ha cheñch a ra an ardremez.