Ur porzh-mor hag ur gêriadenn vrav eus Kernev-Veur eo Lannvorek (Mevagissey e saozneg), un 10 kilometr bennak diouzh Sen Ostell.

Ar porzh e Lannvorek

Er porzh e kaver mesk-ha-mesk bigi-pesketa ha bigi-plijadur. Dont a ra an anv saoznek eus ar c'herneveg e gwirionez : anvioù daou sant, sant Meva ha sant Issey, zo liammet war-bouez ar stagell "ag" (hag). Anavezet e oa al lec'h ivez evel "Porthhilly" e 1313.

Aspadennoù kozh-mat a gaver eno ivez, eus Oadvezh an Arem.