Laodike (Λαοδίκη, [la.odíkɛː]) a oa merc'h da Priamos, roue Troia, ha d'e bried Hekuba. Kontet e oa da vezañ koantañ merc'h Priamos. Dimezet e oa da Helikaon, hervez Ilias ar barzh Homeros.

E deroù ar brezel ec'h orgedas ouzh Akamas, a oa deuet da c'houlenn Elena. Ur mab he doe, anvet Mounitos.

Pa voe kemeret Troia gant an enebourien e kouezhas Laodike en un islonk.