Las Vegas
- Evit implijoù all, gwelet Las Vegas (disheñvelout).
Las Vegas (distagadur amerikaneg: ([lɑːs ˈveɪɡəs]) – Naʼazhǫǫsh Hátsoh e navac'hoeg) eo ar gêr vrasañ e stad Nevada, hag unan eus kêrioù bras ar Stadoù-Unanet (an 30vet hini). E 2010 e oa 583 756 a dud o chom e kêr ha war-dro 1,9 milion a dud en holl gant an trowardroioù. Brudet eo Las Vegas er bed a-bezh evit ar c'hoarioù arc'hant a vez graet eno noz-deiz, hag an dimezioù war ar prim. A bep seurt lesanvioù he deus: The Gambling Capital of the World (kêr-benn bed ar c'hlaoustreiñ), Sin City (Kêr Bec'hed), The Entertainment Capital of the World (kêr-benn bed an dudi), Capital of Second Chances (kêr-benn an Eil chañs), The Marriage Capital of the World (Kêr-benn bed an dimeziñ).
Unan eus ar c'hêrioù touristelañ eus ar bed eo gant 37,4 milion a weladennerien e 2004.
Kêrioù gevellet
kemmañKorea ar Su | Ansan |
Korea ar Su | Jeju |
Sina | Huludao |
Thailand | Phuket |
Filipinez | Angeles |
Turkia | Pamukkale |