Late of the Pier a zo ur strollad sonerien vreizhveuriat, ennañ pevar den, a orin eus Castle Donington. Sonererzh indie elektronek a vez graet ganto. Betek-henn o deus lakaet embann pemp pladenn vihan hag ur bladenn vras, Fantasy Black Channel he zitl, hag a zeuas er-maez d'an 11 a viz Eost 2008. Sonerezh ar strollad a vez keñveriet peurliesañ gant hini Gary Numan, Brian Eno, Stephen Dubrich, Metronomy ha Klaxons, dreist-holl abalamour d'an implij stank a reont eus kenaozerien[1].

E-touez ar re a selaou o sonerezh e kaver dreist-holl yaouankizoù a ya da doulloù-noz evel All Ages club, Filthy Few,[2] Pat and Trevor, Death Disco ha Transparent[3]. E miz Eost 2007 e sonjont e Underage Festival.

Kaner ar strollad, Samuel Eastgate e anv, en deus ur raktres sonerezh all anvet La Priest. Produet en deus meur a don, hag advesket ivez meur a ganaouenn.

Istor kemmañ

E 2004 e voe savet ar strollad, daoust ma voe savet ul lodenn eus o zonioù pell a-raok (azalek 2001) gant Sam Eastgate[4],[5]. O fladenn vihan gentañ, "Space And The Woods", a voe embannet gant WayOutWest Records e miz Meurzh 2007. 500 skouerenn nemetken a voe embannet.

An eil hini, "Bathroom Gurgle" he zitl, a voe produet gant Erol Alkan hg embannet e voe e miz Gwengolo 2007 gant Moshi Moshi Records. 500 skouerenn nemetken a voe embannet.

Ur stumm edit eus "Broken" a voe embannet war an dastumad Kitsuné Maison 5 dindan an anv The Fairy Lights[6],[7].

O zrede pladenn vihan, "The Bears Are Coming", a voe embannet dindan stumm ur bladenn 12" ha dre bellgargañ. Ur stumm 7" a voe ivez, gwerzhet e voe e-pad o zroiad e miz miz C'hwevrer 2008, ur stumm demo eus "Piss Hands" a oa war an tu b. Embannet e voe gant ti-emban ar strollad, anvet Zarcorp[8]. O fevare pladenn vihan (daou du A) a oa warni stummoù nevez "Space and the Woods" ha "Focker".

Seniñ a rejont war leurenn NME/Radio One e-pad Carling Weekend Festival 2007[9] ha sonet o deus ivez e-penn-kentañ sonadegoù strolladoù evel Hadouken!,[10] Soulwax,[11] Justice[12] hag U.N.K.L.E.. Seniñ a rejont ivez e penn-kentañ sonadegoù Kaiser Chiefs er Rouantelezh-Unanet e 2008.

O fladenn vras gentañ, Fantasy Black Channel he zitl, a voe embannet gant Parlophone d'an 11 a viz Eost 2008[13].

E miz Gouere 2008 e voe filmet ha skignet war-eeun war Channel Bee ar sonadeg a roas Late of the Pier e Somerset House.

Pladennaoueg kemmañ

Pladennoù bras kemmañ

  • 2008: Fantasy Black Channel - RU #28[14]

Pladennoù bihan kemmañ

Deiziad embann Titl UK Chart Position Albom
5 a viz Meurzh 2007 "Space And The Woods"[15] - Zarcorp Demo
10 a viz Gwengolo 2007 "Bathroom Gurgle"[16] - Fantasy Black Channel
2 a viz Meurzh 2008 "The Bears Are Coming"[17] - Fantasy Black Channel
19 a viz Mae 2008 "Space and the Woods"/"Focker"[15] - Fantasy Black Channel
4 a viz Eost 2008 "Heartbeat"[18] 98[19] Fantasy Black Channel
2 a viz Here 2008 "Bathroom Gurgle" (adembannet) - Fantasy Black Channel

Video klipoù kemmañ

Bloavezh Titl Aozer
2007 "Bathroom Gurgle" Daniel Brereton
2008 "The Bears Are Coming" Saam Farahmand
2008 "Space and the Woods" Ian Emes
2008 "Focker"" Daniel Brereton
2008 "Heartbeat" MEGAFORCE

Daveoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ

Atersadennoù kemmañ