Lazhadeg Namyangju (koreaneg : 남양주 민간인학살 ("lazhadeg Namyangju"), Hanja : 南楊州民間人虐殺, ("lazhadeg tud Su Yangzhou") zo ul lazhadeg a oa bet graet gant Polis Republik Korea ha bezenoù lec'hel eus Seoul ha tro-war-dro etre miz Here 1950 ha penn-kentañ 1951 e Namyangju, e distrig Gyeonggi-do. En holl e oa bet lazhet ouzhpenn 460 a dud. En o zouez e oa 23 bugel dindan 10 vloaz.

Goude an trec'h e fin Eil Emgann Seoul, pennoù bras Republik Korea o devoa roet an urzh da harzañ ha lazhadegañ hiniennoù gant o familhoù dre ma oant sañset bezañ komunourien pe harperien Korea an Norzh. E-kerzh al lazhadeg, Polis Republik Korea en doa bet lazhadeget trevourien e Goyang Geumjeong ivez nepell diouzh hini Namyangju.

D'an 22 a viz Mae 2008, Kengor ar Wirionez hag an Adunvanadur (Truth and Reconciliation Commission) en doa goulennet groñs gant gouarnamant Republik Korea en em zigareziñ evit al lazhadeg ha sikour da gaout ul lid-enoriñ evit ar c'houzañvidi.