Le Menteur zo ur pezh-c'hoari gallek gant Pierre Corneille en 1644, ha diwezhañ komedienn an oberour. Berzh bras a reas e Pariz, en théâtre du Marais, ugent vloaz a-raok pezhioù Molière.
Savet eo diwar La Verdad Sospechosa, ur pezh spagnolek gant Juan Ruíz de Alarcón, embannet e 1634. Meur a bezh gant Corneille zo tapet diwar oberennoù spagnolek.

Goapaat a ra ar c'haouiaded ha doareoù-bevañ gadal ar re gozh, evel Géronte. Gwerzennoù zo a ra fent eus Le Cid.


E 1645 e voe embannet La Suite du Menteur gant Pierre Corneille.