Le Viol du vampire zo ur film moliac'h gall e gwenn ha du embannet e 1968 ha sevenet gant Jean Rollin. Ar c'hentañ film hir eo gantañ. Rannet eo ar film e div lodenn. Er penn kentañ, ar film a oa sañset bezañ unan berr. En gwirionez e voe ouzhpennet un eil lodenn evit ma teufe da vezañ ur film hir.

Burutelladennoù ar film a oa bet drouk hag enep. Ar sell barzhoniel hag an awen war ar stiradoù skinwel stadunanat a oa bet un harz d'an arvesterien ha d'ar vurutelladennerien sinema pa oa bet embannet. Ur gwallskouer e oa deuet da vezañ, met chom a ra un oberenn diazez e-touez labour Jean Rollin.

Temoù lies ar film a vo adkemeret gant Rollin da c'houde evel: ar sunerien-gwad, un desach war-zu ar beredoù kozh, al lesbianiezh hag an erotegezh. Lod eus tammoù ar film, ha tudennoù, a vo kopiet tost tres-ouzh-tres e lod eus e filmoù all.

Aktourien kemmañ