Lebor na gCert
Lebor na gCert (saozneg : Book of Rights, brezhoneg : Levr ar Gwirioù), Leabhar na gCeart en iwerzhoneg a-vremañ, a zo ul levr iwerzhonek skrivet er Grennamzer evit Roue Caiseal (saozneg : Cashel).
Eilskridoù
kemmañAn eilskridoù koshañ a gaver eus Lebor na gCert a zo e-barzh Leabhar Bhaile an Mhóta (Book of Ballymote) ha Leabhar Mór Leacain (Great Book of Lecan)[1], an eil skrivet e 1390 hag egile e 1418[2].
Endalc'h
kemmañAl levr a zispleg gwirioù Roue Uhel Iwerzhon hag an taosoù a zastum diouzh roueed ar broioù (Uladh, Laighean, Mumhan ha Connacht) ha roueed ar meuriadoù. Lavarout a ra ivez ar gopr a vez ret d'an Ard-Rí paeañ d'ar roueed all e-keñver o skoazell hag o lealded. Kavet e vez ivez e-barzh al levr gwirioù roueed ar broioù en hevelep doare.
Stumm
kemmañSkrivet eo al levr e gwerzennoù. Digoret e vez pep barzhoneg gant ur rann komz-plaen hag a laka e berr ar pezh a vez lavaret da c'houde. Daou warn-ugent anezho a gaver e-barzh al levr.
Skrivagner
kemmañHervez an destenn eo bet skrivet al levr gant Sant Benean. Alies e kaver al lavarenn latin de quibus Benean dixit («evel-henn a lavar Benean») e fin ur rann komz-plaen, pe mod-all en iwerzhoneg lavarennoù evel ro ċan Benéan («evel-henn a gan Benean»). A-wechoù zoken eo anvet ar sant in t-úġdar, da lavarout eo «ar skrivagner»[3]. Evelato n'eo ket ar sant «tad» nemetañ al levr, a lavar John O'Donovan. Hervezañ e teu endalc'h al levr eus an hengoun gouezelek a gaver e levrioù all, ha skrivet hag adskrivet e oant bet gant meur a zen, Sant Benean en o zouez. Ouzhpenn, stumm ar yezh hag ar barzhonegoù n'int ket kozh a-walc'h da vezañ eus amzer ar sant[4].
Liammoù diavaez
kemmañ- Dornskridoù Leabhar Mór Leacain ha Leabhar Bhaile an Mhóta (lec'hienn-genrouedad Meamram Páipéar Ríomhaire).
- Leabhar na gCeart troet e saozneg ha displeget gant John O'Donovan (Internet Archive)
- Treuzskrivadur eus an dornskrid gouezelek (lec'hienn-genrouedad University College Cork).
- Troidigezh e saozneg gant Myles Dillon (1962)