Anvioù brezhonek fentus ha faltaziek

Ul lec'h faltaziek zo ul lec'h ha n'eus ket anezhañ ha koulskoude en deus un anv.

Gant kastilli Bro-Skos eo bet awenet J. K. Rowling evit krouiñ Hogwart

Anvioù faltaziek kemmañ

  • Ejipt gavrig : meneget e skridoù Job Jaffre en dastumadoù pennadoù Etrezomp e brezhoneg
  • Kerambreoù : troidigezh (en) Hogwarts gant Mark Kerrain e romantoù brezhonek Harry Potter
  • Keribilbeuz : diwar ibil ha beuz
  • Kernikun : lesanv roet d'un den didalvez
  • Kerdrubuilh : lesanv roet d'ur bugel, d'ar vugale, pa vez diaes dont a-benn anezho
  • Kerlopelop : meneget e dastumadoù pennadoù Job Jaffre
  • Kerneblec'h : e-lec'h neblec'h
  • Kerdiwezhat : lesanv d'ul lec'h ma vez dale gant an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerdrabas, Kerflav : anvioù d'ul lec'h, d'un ti ma vez nec'het an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerskouarneg : lesanv roet d'ul lec'h m'eo bouzar an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kerbennek : lesanv roet d'ul lec'h m'eo pennek an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kervouzhig : lesanv roet d'al lec'h ma vouzh an den, diwar-se ar seurt-se a dud
  • Kernetra : anavezet en droienn mont da Gernetra, a zo kement ha mont da get, ha kas ar stal da Gernetra ; anv-lec'h meneget gant Ivon Krog er gontadenn Mab-kaer d'ar roue en e zastumad Eur Zac'had Marvailhou
  • Kernebeudig : anvioù lec'h a ra dave d'an dienez, d'an diouer, d'ar baourentez
  • Landupedu : e-lec'h tu pe du, neblec'h
  • Lannevern : e-lec'h ne vern pelec'h. Meneget en danevell Lannevern e kañv gant Jakez Konan
  • Plounetra : ul lec'h dister, bet meneget e Feiz ha Breiz[1]
  • Poull-an-Diegi : mont da gannañ da Boull-an-Diegi zo kement ha chom er gêr e-lec'h mont da gannañ, meneget gant Jules Gros e Le Trésor du Breton parlé
  • Sant Diboan : sant faltaziek, enoret e Plevin
  • Sant Malarjez : sant faltaziek, meneget pa gomzer eus deiz Malarjez
  • Sant Tremen : sant ha n'eus ket anezhañ : mont d'an oferenn da Sant Tremen zo kement ha tremen hep oferenn ebet
  • Sant Tupedu.

Lod a blij dezho labourat e Kerneblec'h met den ne gav plijus debriñ e Kernetra.

Anvioù faltaziek da lec'hioù gwir kemmañ

  • Kerandisamm, 'Kersoulaj : ar privezioù
  • Kerchopin : un ostaleri
  • Kerhun : mont da gousket eo "mont da Gerhun"
  • Kerroc'h : mont da gousket, da roc'hal eo "mont da Gerroc'h"
  • Kersatan : an ifern
  • Kersec'h : un ti ma ne vez ket servijet takenn ebet da evañ
  • Kerskos : ul lec'h ma'z a an dud pa varvont
  • Kerwazi : ti ar re sot (Ti Boum a lavarer e Kemper eus ar bredospital Gourmelen)
  • Kerziboan : ul lec'h m'eo lezirek an dud

Anvioù fentus da rannoù eus ar c'horf kemmañ

  • Kergof : ar c'hof
  • Kervramm, Milin ar Brenn, Milin Brammoù, Toull-brenn, Roull ar Brenn : ar fraezh
  • Riboul ar patatez : ar genoù

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. "Ar c'houeriad. — Aman e Plounetra ni n'hon doa nemet 35°; met n'eo ket re fall evid eur c'hoz tamm toull evel henman." Feiz ha Breiz, miz Meurz 1924, p. 105.